9791094291016Setu troioù-kaer Pepper, un danvez sorserez un tamm diampart met lemm he spered, ha Carrot, he c’hazh orañjez, gwidreüs un tamm hag ur penn farsour anezhañ!
Ganet e spered David Revoy e oa posubl, betek-henn, kavout hon daou haroz war internet hepken. E brezhoneg d’an nebeutañ. Setu bremañ o zroioù-kaer war baper!
Ha diwallit, n’int ket deut o-unan: Sorserezed, ur c’hazh-nij, un aerouant-vuoc’h, hag ur bern boudoù hud c’hoazh a zo war o lerc’h.
Da lenn nemet ma n’ho peus ket aon da vezañ strobinellet!

12€ -72p. – ISBN: 979-10-94291-016