Embannet e oa bet Gwalenn ar wirionez e niverenn 8 Gripi. Lennet eo aze gant an oberour e-unan. Trugarekaat a reomp Ti douar Alre evit o labour !

O ruzellañ edo an heol dija er pelloù, hag eñ o treañ war
an deñvalijenn gant e wagennoù roz ha mouk. Hir e oa bet an noz. Ar guzulierien o devoa kaset eurvezhioù o varvailhat dizehan, o cheñch penn d’ar gaoz hag o flapenniñ diwar-benn priz ar fav-roz pe divroadur an evned-suter. Hogen ar pezh a c’hoantae ar roue e oa klevet ar pezh a ouient eus Gwalenn ar Wirionez. Bet e oant an eil warlerc’h egile o kontañ rimostelloù ; kuzhiadelloù er palez, pe rouantelezhioù burzhudus, pep hini a live e brezegenn hervez e faltazi hag aked ar vodad tud. Da zisoc’h eta, un nozvezh gwenn, ur monedonea er privezioù roueel, abalamour moarvat d’an niver spontus a vannac’hoù Kafeare bet kaset d’an traoñ gant ar Barvioù Glas hag ar Blev Liv-Arc’hant. Un todion e voe a zassonas betek tarzh an deiz a-hed trepasoù ar palez, hag eñ krapat gant ar skalieroù, riklañ war an aspledoù, stirlinkat ouzh an hobregonoù, en em silañ dindan ar golc’hedoù hag ober muioc’h a drouz eget roc’hadennoù mamm ar roue a oa brudet koulskoude. War-lerc’h ar guzuliadeg ne oa ket avañsetoc’h ar roue eget an neizheur ha ret e voe dezhañ kemer krog er vazh en ur penn all evit gouzout hiroc’h.