Ar Gripi

bed ar Faltazi

Category: Hon oberourien

Valériane Duvivier

Goude bezañ tortet etre mont da zañserez, da dresourez BT pe da furlukinez he doa graet he soñj mont gant hent an arzoù.

Goude ar bloavezh amprouiñ echuet er skol Emile Cohl ha daoust d’un ali a-du evit kenderc’hel gant ar c’hursus, dibabet he deus deskiñ ar buhezekaat 3M e SupInfoCom.

Goude-se he deus lakaet he c’hreionoù e gourc’hemenn ur gelaouenn vreizhveurat, embannerien vreizhat, ur webzin gall, Parchemins et Traverses (evit chom hep e venegiñ), koulz hag e gourc’hemenn character design c’hoarioù-video evit al letrinoù Wii ha DS.

Awenet kalz eo gant ar mojennoù gresian hag ivez ken gant romantoù moliac’h ha marvailhoù ken gant danevelloù grafek a bep seurt broioù.

Er mare-mañ ec’h embann daou rummad bannoù-treset niverel : Les Gameuz hag Ici vont les morts, homañ he deus ur stumm saoznek dindan an titl Here be voodoo hag ur strumm brezhonek… Vodou zo amañ.

Evit gouzout hiroc’h: http://valeriane.org/art/

David Revoy

1_david_revoy_photo-profileUn arzour gall eo ganet e Reims e 1981 hag e Montauban emañ o chom. Desket en deus e-unan ha sot eo gant an tresañ, al livouriezh, ar c’hizhier, an urzhiataerioù, ar sevenadur mammenn digor GNU/Linux, ar genrouedad, ar c’hoarioù-video RPG mod kozh, ar manga hag anime kozh, an arz hengounel, ar sevenadur japanat, ar moliac’h…

Goude bezañ bet 10 vloaz o labourat war e gont o sevel traoù evit an embann, ar c’helenn, ar studiooù c’hoarioù-video pe ar filmoù bevaat en deus kavet e hent gant ur raktres personel hag a vesk kement a laka birvilh ennañ; ha Pepper&Carrot eo ar raktres-se.

Powered by WordPress & Theme by Anders Norén

%d bloggers like this: