Ar Gripi

bed ar Faltazi

Category: Katalog

Pepper & Carrot — Levr 2

Ur gwir avantur eo studiañ an hudouriezh e bed Hereva. Ha Pepper zo plaset mat evit en gouzout. Dre chañs e c’hall hon harozez kaout fiziañs en he mignon Carrot, ar c’hazh orañjez evit skoazellañ anezhi.

gant David Revoy

12€ – 80p. – ISBN 979-10-94291-02-3

Pepper ha Carrot

9791094291016Setu troioù-kaer Pepper, un danvez sorserez un tamm diampart met lemm he spered, ha Carrot, he c’hazh orañjez, gwidreüs un tamm hag ur penn farsour anezhañ!
Ganet e spered David Revoy e oa posubl, betek-henn, kavout hon daou haroz war internet hepken. E brezhoneg d’an nebeutañ. Setu bremañ o zroioù-kaer war baper!
Ha diwallit, n’int ket deut o-unan: Sorserezed, ur c’hazh-nij, un aerouant-vuoc’h, hag ur bern boudoù hud c’hoazh a zo war o lerc’h.
Da lenn nemet ma n’ho peus ket aon da vezañ strobinellet!

12€ -72p. – ISBN: 979-10-94291-016

Vodou zo amañ, chabistr 1 ha 2

vodouzoaman-golo-web

Ar Strobineller, an den divarvel a ren war ar Bayou, en deus lazhet tud Sunday p’o devoa tec’het kuit diouzh e veli. Gwriat a ra ur verc’hodenn vodou, Mojo, ur c’hompagnon bihan hag he skoazello en he c’hest d’en em zialañ. Skrapet eo Sunday avat gant Ar Re Varv War Vale, mevelien zombi ar Strobineller. Da vMojo eo neuze da adkvaout e vamm vihan. Arvarus ken-ken eo ar Bayou pa reer tregont santimetr a vent.

El levrenn-mañ emañ an daou chabistr kentañ (Lun ha Dastumad Merc’hodennoù)

12€ ISBN: 979-10-94291-00-9

Powered by WordPress & Theme by Anders Norén

%d bloggers like this: